Skip to content

Latest commit

 

History

History
23 lines (12 loc) · 2.95 KB

File metadata and controls

23 lines (12 loc) · 2.95 KB

Kemenn prevezded Common Voice

Da dalvezout Du 30, 2018 {: datetime="2018-11-30" }

Prevezded

Mozilla (ni eo) titouroù diganeoc'h, hon Mozilla politikerezh a brevezded a zispleg petra reomp gant an titouroù-se.

  • Roadennoù demografek. Bez e c'hellit, ma fell deoc'h, degas titouroù deomp evel ho pouez-mouezh, ho oad, ho reizh. Kement-se a skoazell ac'hanomp hag enklaskerien all da wellaat ha da grouiñ teknologiezhioù hag ostilhoù evit treiñ un destenn e komzoù.

  • Roadennoù kontoù N'ho peus ket da grouiñ ur gont evit implijout Common Voice. Ma fell deoc'h krouiñ ur gont, e tegemeromp hoc'h anv-implijer hag avatar, ma roit unan. Ho chomlec'h postel a zo liammet gant ho roadennoù demografek ha titouroù war an implij met n'hellont ket bezañ rannet gant an dud. Lakaat a reomp war wel un daolenn gant niver an enrolladennoù bet graet gant an implijerien. An dibab hoc'h eus da vezañ pe get war an daolenn digor d'an holl. Bez e c'hellit diverkañ ho kont pa garit, hoc'h anv implijer hag ho postel a vo dilammet.

  • Lizher kelaouiñ Bez e c'hellit koumanantiñ d'hon lizher kelaouiñ, neuze emañ ho chomlec'h postel ganeomp. Bez e c'hellit digoumanantiñ pa garit hag ho postel a vo dilammet eus listennad dasparzhañ al lizher kelaouiñ.

  • Enrolladennoù mouezhioù An enrolladennoù mouezhioù gant an holl roadennoù demografek diret a c'heller kaout war diaz roadennoù Common Voice evit un implij publik ha dindan a Creative Commons aotre digoust CCO.

  • Skridoù Ma pourchasit frazennoù skrivet, e c'hellomp ivez o lakaat war diaz roadennoù Common Voice evit un implij digor d'an holl dindan CCO ma pourchasit frazennoù skrivet, e c'hellomp ivez o lakaat war diaz roadennoù Common Voice evit un implij digor d'an holl dindan CCO hervez hon all skouerioù. Ne vo ket liammet ar frazennoù-se gant ar roadennoù demografek bet roet ganeoc'h.

  • Titouroù war an implij. Ober a reomp gant Google Analytics evit kompren gwelloc'h penaos e pleustrit pe e rit gant lec'hienn Common Voice. Da skouer, e c'heller implijout toupinoù evit heuilh titouroù dizanv evel niver a skouerioù mouezh enrollet pe selaouet ganeoc'h, an implij liesseurt graet gant ar boutonoù hag al lañserioù, ha pegeit a amzer e lakait.

  • Roadennoù teknikel. Oc'h implijout Google Analytics, e tastumomp an URL ha titl ar pajennoù Common Voice a sellit. Evit kenderc'hel da wellaat arnodoù Common Voice, e tastumomp titouroù a zivout doare ha stumm ar merdeer, ar vent dibabet, ha spisted ar skramm. Se a ro an tu deomp da c'houzout penaos e ra an dud gant Common Voice, deomp d'e wellaat. Dastum a reomp ivez ho lec'hiadur ha yezh ho merdeer evit bezañ sur e tere mat ouzhoc'h.

Gouzout hiroc'h