Skip to content

Commit

Permalink
Create br.md
Browse files Browse the repository at this point in the history
HTP Bug-1513394 [Legal] [Common Voice]: Update Terms and Privacy docs
  • Loading branch information
AdrianUrsea committed Feb 27, 2019
1 parent 81ae6db commit 665b7bf
Showing 1 changed file with 23 additions and 0 deletions.
23 changes: 23 additions & 0 deletions Common_Voice_Privacy_Notice/br.md
@@ -0,0 +1,23 @@
# Kemenn prevezded Common Voice

Da dalvezout Du 30, 2018 {: datetime="2018-11-30" }

## Prevezded

Mozilla (ni eo) titouroù diganeoc'h, hon [Mozilla politikerezh a brevezded](https://www.mozilla.org/privacy) a zispleg petra reomp gant an titouroù-se.

* **Roadennoù demografek.** Bez e c'hellit, ma fell deoc'h, degas titouroù deomp evel ho pouez-mouezh, ho oad, ho reizh. Kement-se a skoazell ac'hanomp hag enklaskerien all da wellaat ha da grouiñ teknologiezhioù hag ostilhoù evit treiñ un destenn e komzoù.

* **Roadennoù kontoù** N'ho peus ket da grouiñ ur gont evit implijout Common Voice. Ma fell deoc'h krouiñ ur gont, e tegemeromp hoc'h anv-implijer hag avatar, ma roit unan. Ho chomlec'h postel a zo liammet gant ho roadennoù demografek ha titouroù war an implij met n'hellont ket bezañ rannet gant an dud. Lakaat a reomp war wel un daolenn gant niver an enrolladennoù bet graet gant an implijerien. An dibab hoc'h eus da vezañ pe get war an daolenn digor d'an holl. Bez e c'hellit diverkañ ho kont pa garit, hoc'h anv implijer hag ho postel a vo dilammet.

* **Lizher kelaouiñ** Bez e c'hellit koumanantiñ d'hon lizher kelaouiñ, neuze emañ ho chomlec'h postel ganeomp. Bez e c'hellit digoumanantiñ pa garit hag ho postel a vo dilammet eus listennad dasparzhañ al lizher kelaouiñ.

* **Enrolladennoù mouezhioù** An enrolladennoù mouezhioù gant an holl roadennoù demografek diret a c'heller kaout war diaz roadennoù Common Voice evit un implij publik ha dindan a Creative Commons aotre digoust [CCO](https://creativecommons.org/publicdomain/zero/1.0/).

* **Skridoù** Ma pourchasit frazennoù skrivet, e c'hellomp ivez o lakaat war diaz roadennoù Common Voice evit un implij digor d'an holl dindan [CCO](https://creativecommons.org/publicdomain/zero/1.0/) ma pourchasit frazennoù skrivet, e c'hellomp ivez o lakaat war diaz roadennoù Common Voice evit un implij digor d'an holl dindan [CCO](https://creativecommons.org/publicdomain/zero/1.0/) hervez hon all skouerioù. Ne vo ket liammet ar frazennoù-se gant ar roadennoù demografek bet roet ganeoc'h.

* **Titouroù war an implij.** Ober a reomp gant Google Analytics evit kompren gwelloc'h penaos e pleustrit pe e rit gant lec'hienn Common Voice. Da skouer, e c'heller implijout toupinoù evit heuilh titouroù dizanv evel niver a skouerioù mouezh enrollet pe selaouet ganeoc'h, an implij liesseurt graet gant ar boutonoù hag al lañserioù, ha pegeit a amzer e lakait.

* **Roadennoù teknikel.** Oc'h implijout Google Analytics, e tastumomp an URL ha titl ar pajennoù Common Voice a sellit. Evit kenderc'hel da wellaat arnodoù Common Voice, e tastumomp titouroù a zivout doare ha stumm ar merdeer, ar vent dibabet, ha spisted ar skramm. Se a ro an tu deomp da c'houzout penaos e ra an dud gant Common Voice, deomp d'e wellaat. Dastum a reomp ivez ho lec'hiadur ha yezh ho merdeer evit bezañ sur e tere mat ouzhoc'h.

[Gouzout hiroc'h](https://github.com/mozilla/voice-web/blob/master/docs/data_dictionary.md)

0 comments on commit 665b7bf

Please sign in to comment.